Merañ ma blog

Sav da vlog ! Aes ha digoust

Arthur H 2007-06-13 GTM 1 @ 10:18

erylanna —


Ganet e 1966 e Baris, Arthur Higelin a zo mab Jacques Higelin ha Nicoles Courtois. Kuitaat a ra al lise da 16 vlez evit ober studioù sonerezh er Stadoù Unanet. Distroiñ a ra da Baris e-lec'h e vez krouet getañ strolladoù sonerezh bihan . Meskiñ a ra meur a stil sonerezh: Ar Jazz, Ar Blues hag a Tango. Ober a ra e sonadeg kentañ e Pariz e 1988 get Brad Scott. Goude-se e teu da vout brudet.
Dont a ra da vout aktour er film "Mammig".
E miz C'hwevrer Arthur a enroll e bladenn gentañ get e daou vignon Brad Scott ha Paul Jothy. An 3 a viz Gwengolo Arthur e bladenn kentañ war e anv nemetken. Ober a ra leun a sonadegoù er bed a-bezh : Bro Japan, Afrika, Stadoù Unanet, ...
E 1992 enrollet 'vez getañ e eil bladenn anvet " Bachibouzouk" get Paul Jothy, Brad Scott ha Jon Handelsman.
Eus 1989 betek 1994 Arthur Higelin en deus graet muioc'h eget 700 sonadeg ha gwerzhet en deus tro-dro 150 000 pladenn.
E 1995 en deus ur verc'h get Alexandra Mikhalkova.
E 1997 e c'hoari e sonadeg brudetañ e Pariz e lec'h e vez ur meskaj etre an Jazz, ar Swing, ar Beni, an Tango ha sonerezh eus Afrika. E 2000 Arthur a c'hoari barzh 2 film: "Inseparables" hag ur film eus Tod Browning. E 2003 e son e gouel an Erer Kozh e Karaez.
Embannet eo bet 9 fladenn war e anv:
1-"Arthur H" e 1989
2-"Bachibouzouk" e miz Ebrel 1992
3-"Trouble fête" e miz Gwengolo 1996
4-"Fête trouble" e 1997
5-"Pour Madame X" e miz Eost 2000
6-"Piano Solo" e miz Even 2002
7-"Négresse blanche" e miz Eost 2003
8-"Adieu Tristesse" e miz Gwengolo 2005
9-"Showtimes" e miz Du 2006